Deus’ta ‘ba Santec da dremen ur sizhunvezh plijus !
Bep mintin ez i da zeskiñ arzoù ar Sirk gant Fiona eus ar gevredigezh Cirque à Léon. En ur gwir deltenn-sirk e vimp, nebell eus ar mor. Hon pal ‘vo krouiñ asambles un arvest sirk ‘fin ar sizhun. Gellout a ri pediñ da zud ha da vignoned d’az kwelet !
Kousk a rimp ‘ba teltennoù e tachenn-gampiñ an Dossen, nebell eus ar mor hag ar c’hoad. Lusket e vo an devezhioù gant predoù keginet asambles, c’hoarioù er-maez, kouronkadennoù, obererezhioù war an draezhenn pe er c’hoad, beilhadegoù a-bep seurt, …
‘Pad ar sizhun e vo tu dit ivez ober un atalier war-vor gant skipailh Rêves de Mer.
Dont a ri ganeomp ?

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

1 straed du Dr Pouliquen
29 800 Landerne
09 73 65 35 24 - 07 82 87 79 22
kampou@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
www.tiarvrolandernedaoulaz.bzh.