Prest out da vezañ ur gwir marc’heger.ez ? Deus ’ta ‘ba Langolen (29). Du-hont e tremeni 3 devezh dibar.
Gant ar marc’hegerien all e sikouri da fardañ meuzioù lipous. Kemer a ri perzh er beilhadegoù ha kousket a ri dindan teltennoù.
Graet e vo ar prantad marc’hegañ kentañ gant Marie en he manej.
Klozet e vo ar c’hamp gant ur valeadenn vras war-varc’h a-hed an deiz. Un ehan ‘vo graet e Kastell Trohanet da greisteiz evit debriñ piknik.
Prest out ? Bec’h dei !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

1 straed du Dr Pouliquen
29 800 Landerne
09 73 65 35 24 - 07 82 87 79 22
kampou@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
www.tiarvrolandernedaoulaz.bzh.