Evel ar bloaz paseet, Ti Douar Alre a ginnig ur sizhunvezh dibar war gourenez Kiberen, ur bed etre douar ha mor. Bod war an dachenn gampiñ eeun war an aod, dirak ar Meurvor, en ul lec’h digor d’an avelioù. Ar mor ha bed ar mor en em gavo e kalon ar sportoù kinniget (Kaiak, karr dre lien, un devezh war un enezenn…)
Dizoloet e vo ar c’hourenez war-droad, war marc’h-houarn, get an tren zoken : kemeret e vo an« Tire-Bouchon» !
Dizoloet e vo ivez buhez ha labour an dud (pesketaerezh, luzinioù boestoù-mir…), o doareoù beviñ, o istorioù ha mojennoù. Sklaer eo : ne vo ket kavet hir e amzer !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti Douar Alre

11 rue du Tanin
56 330 Pluvinier

02 97 78 41 40
degemer@tidouaralre.com
https://www.tidouaralre.com.