Deus da Greizenn Dour ha Stêrioù Breizh evit ober anaoudegezh gant an natur hag al Leger, stêr muiañ karet an dregeriz. Kousket a raimp e Kastell Lady Mond e-kreiz kêr Benac’h. Gellout a raimp mont tro-dro d’al Leger da c’houzout muioc’h warni gant skipailh ar greizenn, mont da welet al loened ha c’hoarzhiñ war vord ar stêr. Moaien e vo deomp mont ‘ba darvoudoù an hañv e Benac’h ha c’hoari a-pad eurvezhioù e jardin ar c’hastell. Pegen plijus e vo diskuizhañ trankilik e-kichen pesked an akwariom ha keginañ boued mat da greisteiz ha deus noz. Hag evit mont da gousket e kontimp istorioù ar vro evit ma vefe al Leger hol luskellerez huñvreoù.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar Vro Gwengamp

3 plasenn maez ar Roue
22 200 Guingamp
02 96 44 27 88
kreizenn.dudi@tiarvro-gwengamp.bzh
www.tiarvro-gwengamp.bzh