Na pegen plijus eo ar vakañsoù war vord ar mor !
Ar sizhunvezh kinniget a zegaso deoc’h eñvorennoù a chomo ennoc’h ho puhez pad. Deuit da welet pegen brav eo ar mor e beg Rostivieg, ur porzh bihan e-tal bae Daoulaz, e-lec’h ma vo staliet ar c’hamp. Bemdez e evoc’h kaset war vor war vourzh bigi a bep seurt : fun boat, bigi a-stroll, kaiak... Chaseal an teñzor, labour-dorn ha c’hoarioù leun a fent hag a souezhadennoù a vo graet ur wech deuet en-dro war an douar. Dav e vo ober war-dro ar vuhez pemdez, d’ho lusk, hag aozañ nozvezhioù leun a startijenn.
Ma fell deoc’h bevañ vakañsoù laouen, c’hoarzhin hag huñvreal, yao da Loperc’hed !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Service Jeunesse Loperhet

18 rue St Léonard
29470 Loperhet
02 98 07 14 81 | 06 11 12 27 69
espacejeunes@loperhet.fr
www.loperhet.bzh