Faotañ a ra deoc’h bevañ e-mesk al loened hag e-kreiz an natur ? Deuit ganeomp neuze !

Evit an diskar-amzer ‘vimp ‘barzh an ti bras, tost ouzh ar feurm. Goude bezañ goroet Penn Gwenn, Penn Ruz ha Penn Kalet ha bout graet war-dro al loened all ‘vo dastumet frouezh an diskar-amzer. Ha ‘benn neuze ez aimp da vale gant ar c’hezeg a-dreuz ar parkeier hag ar c’hoadoù. E fin an deiz ‘vo moaien da ziskuizhañ ‘tal an tan, o kanañ pe o c’hoari.

Kamp vakañsoù evit ar vugale etre 7 ha 13 bloaz.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Ti-feurm Tremargad

Guillerbot
22110 Tremargad
02 96 24 51 42

tremargat@wanadoo.fr
lafermeatremargat.fr