C’hoant ‘teus da ijinañ istorioù ha da c’hoari buhez unan bennak all ? C’hoant ‘teus da grouiñ, da zañsal gant ar gerioù, da gomz gant ar c’horf ? E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr...
Ul leur-c’hoari, un nebeud tudennoù, ur senario bihan ha tan de’i ! Dre oberoù atav a-gevret, alies fentus, a-wechoù dic’hortoz, ar strollad danvez komedian·ez·ed a vevo un dra dispar ur sizhunvezh-pad : krapat gant al leurenn, fiziañs ha plijadur ennañ/enni, da lakaat an arvesterien hag an arvesterezed da veajiñ dre hentoù ar c’hoariva. Ne chomo nemet eñvorennoù mat goude ar veaj-se...

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

EPAL

10 rue Nicéphore Niepce
CS 62863
29228 Brest - Cedex 2
02 98 41 84 09
eric.segalen@epal.asso.fr
www.tousencolo.fr