Deus da zizoleiñ ar vro bagan e Norzh Penn-ar-Bed. Aze e c’helli kemer perzh en atalieroù sevel kanaouennoù, kanañ, sevel binviji seniñ gant ar pezh a gavi en natur. Tro ‘po da gavout, selaou ha sellet ouzh laboused a bep seurt war dachenn gwarezet bae ar c’hurnig, ha marteze e weli a ri loened gouez all… Kousket a ri en deltenn war dachenn-gampiñ ar c’hurnig, fardañ a ri ar predoù gant da vignoned. Hag evel-just, emañ ar mor e-kichen an dachenn gampiñ, un digarez evit c’hoari war an draezhenn, kouronkañ. Beilhadegoù "kambr ar stered", "senit ha kanit", "c’hoarioù",… Hag ur c’hoari bras a vo mareoù plijus evidout ! Ur sizhunvezh gaer a dremeni, a-dra-sur !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

1 straed du Dr Pouliquen
29 800 Landerne
09 73 65 35 24 - 07 82 87 79 22
kampou@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
www.tiarvrolandernedaoulaz.bzh.