Deus ‘ta da dremen ur sizhunvezh ‘ba Loperc’hed, e bro Daoulaz e-tal ar mor ! War an dachenn-gampiñ e vo an teltennoù. Tu vo da analañ aer fresk ar mor ha gweladenniñ an natur gouez tro-dro. Bamet e vi gant ar gweledvaoù tro-dro deomp. Sikouret e vi gant ar skipailh da zont da vezañ produer.ez sinema gant atalieroù da grouiñ ur filmig. Distreiñ a ri zoken d’ar gêr gant ar filmig-se evit sellet outañ gant da vignon.ez.ed. Filmañ ’zo dreist met tu vo ivez dizoleiñ dudioù ar mor e-pad daou zevezh ambrouget gant skipailh a-vicher Rostivieg, hag a zo just e-kichen an dachenn-gampiñ. Lusket e vo an devezhioù gant predoù keginet hag ingalet asambles, gant c’hoarioù er-maez hag ivez o pesketa war vord ar mor… Gant beilhadegoù laouen ha burzhudus e vo plijadur o vezañ a-gevret. Marteze e vo desachet ar c’horriganed gant c’hwezh ar chamallow rostet ?

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

1 straed du Dr Pouliquen
29 800 Landerne
09 73 65 35 24 - 07 82 87 79 22
kampou@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
www.tiarvrolandernedaoulaz.bzh.