Bevañ a raimp e-giz termajied e koad ar menez Are gant aezamantoù savadur Ti menez Are e-kichen.
Ma ‘z eo ar sirk ur vicher hag un doare bevañ, evidomp e vo un avantur evit dispakañ ar furlukin a zo ennomp. Pleustriñ ha kenlabourat a raimp evit kas troioù ouesk sutil gant ar vazh, ar bolotennoù, an asiedoù, an diabolo, ar batarazoù hag ar seizennoù e vo moaien dit ober traoù brav war an douar pe war un treust, ur monosikl, ur rolla-bolla !
‘Pezh a vo strobinellusoc’h c’hoazh a vo sevel ar chapito hag al leurenn e-kreiz an natur. Ret e vo krouiñ ul lec’h brav evit ma vije sebezet ar familhoù a zeuio d’ar Sadorn da ziskoachañ al lec’h kuzhet e-kreiz ar c’hoadoù. Kousket a raimp e Ti menez Are ha profitañ a raimp deus al lec’h ha deus gouiziegezhioù ur buhezour natur.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

EPAL

10 rue Nicéphore Niepce
CS 62863
29228 Brest - Cedex 2
02 98 41 84 09
eric.segalen@epal.asso.fr
www.tousencolo.fr