N’em santout a rez avañturer.ez ? Sed aze ur c’hamp a zere evidout !

Deus da vevañ vakañsoù dreistordinal en natur en ti-feurm bio, lec’h ma ne chom nemet da huñvreal, ijinañ ha krouiñ.
Gellout a ri mont da avañturiñ a-hed an deiz da-heul Belem, hon azen a zougo ar pik-nik.

E-pad ar c’hamp, dindan deltenn e-kreiz ar gwez avaloù e teskiñ prientiñ ar predoù war an tan, gant boued eus ar vro a zere gant ar c’houlz amzer.

Tu vo dit kemer perzh er c’hamp o kinnig mennozhioù hag obererezhioù a blij dit, ha perak pas kousket e kambr ar stered...

>> Daou strollad disheñvel a vo aozet hervez an oadoù, evit ma c’hellfes kemer perzh e obererezhioù a glot gant ’pezh ’po c’hoant d’ober !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Koed Barzh

Coat an Bars
22110 Melioneg
02 96 29 30 03
animations@leboisdubarde.bzh
www.leboisdubarde.bzh