Ata bugale ! Mamm pe Tad a zeuio da gamp KEAV ? Deus asambles ganto. Adkavout a ri anezho bemnoz ha bevañ a ri e brezhoneg a-hed ar sizhunvezh. Ur skipailh buhezourien a ginnigo dit obererezhioù liesseurt : c’hoarioù a-stroll, ober sport, fardañ sketchoù hag a vo kinniget dirak tud all ar c’hamp. War an aod ez i da vale ivez : c’hoarioù gant an traezh, beach-volley pe Land-Art. Pep tra zo mat da gaout plijadur bemdez e KEAV !

Ur c’hamp bihan : un nozvezh pe ziv, hervez oad ar vugale, a c’hell bezañ kinnig e-pad ar sizhun.

Kreizennoù vakañsoù evit strolladoù bugale etre 6 ha 12 vloaz.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

KEAV

22 hent Mouliouen
29000 Kemper
02 98 95 59 31
keav@keav.bzh
www.keav.org.